Connexion
Déjà collecté
2 360
Objectif
2 000
38 Contributeurs
118%
Réussi


Voilà, c'est fait ! La plupart des meubles sont dans les nouveaux locaux, et une nouvelle ère démarre pour Skol Diwan Lesneven dans ses nouveaux locaux !

Bez emaomp ganti ! Emañ ar braz eus an arrebeuri en ti skol nevez. Setu o kregiñ ganti un oadvezh nevez evit Skol Diwan Lesneven !


Un grand merci aux participants  pour les coups de main de ce samedi (salariées, instits, parents, anciens élèves, sans oublier les amis). Un grand merci aussi aux parents qui oeuvrent régulièrement au Conseil d'Ecole, à l'AEP, à Bod Ha Boued et au Skoazell.

Bennozh d'ar perzhidi evit ar skoazell degaset disadorn (gopridi-adezed, skolaerien-ezed, kerent, skolidi-adezed bet, ha mignoned-ezed). Trugarez vras ivez d'ar gerent a vez ingal tro dro d'ar c'huzul-skol, d'an AEP, da Bod Ha Boued ha d'ar Skoazell



L'école a besoin de la présence, de l'énergie et du soutien de chaque famille: ensemble, on construit l'avenir de Diwan à Lesneven!

Ezhomm zo eus perzh, startijenn ha souten kement familh evit derc'hel ar skol en he sav. Asambles e savomp amzer dazont Diwan Lesneven !


Une école toute neuve pour Diwan Lesneven ... déménagement en J-2 !

Dilojet e vo en ti-skol nevez a-benn 2 zervezh!

Et grâce à vous, nous avons réussi à atteindre 70% de notre but ... on y est presque!

Hag abalamour deoc'h hon eus tizhet 70% hor pal ...  pegen tost emaomp! 


Diwan signifie en breton "germer, sortir de terre". Depuis 1977 des écoles sont nées de ce réseau, et partout en Bretagne germe la conscience que la richesse de sa culture passe par sa langue, le breton. C'est pourquoi les écoles Diwan ont fait le choix, avant-gardiste à l'époque, de pratiquer l'apprentissage du breton par immersion. L’école Diwan de Lesneven a ouvert ses portes en 1981.

La sortie de terre de toutes ces écoles (associations et auto-financées rappelons-le) ne s'est pas fait sans peine et sans combat. Quelle belle avancée alors pour l'école Diwan de Lesneven de pouvoir bientôt emménager dans des nouveaux locaux !

Talvoudegezh ar ger Diwan eo kregiñ da greskiñ. Abaoe 1977 emañ skolioù o tiwanañ er rouedad Diwan, ha ganto e pep korn Breizh e kresk ar mennozh ma tremen pinvidigezh ar sevenadur dre ar yezh : ar brezhoneg. Setu perak en deus dibabet ar rouedad Diwan, penn-araok d'ar mare-se, kelenn ar brezhoneg dre soubidigezh. Skol Lesneven a oa bet savet e 1981. 

N'eo ket diboan nag hep stourm m'eo deuet ar skolioù Diwan (kevredigezhel hag arc'hantet o-unan anezho). Pegen brav eo neuze da welout Skol Diwan Lesneven prest da zilojañ en he zi-skol nevez !

Aujourd'hui nous avons besoin de vous pour que les élèves puissent travailler dans de bonnes conditions avec du matériel et du mobilier adaptés. Actuellement nous subvenons aux besoins financiers de l'école (salaires du personnel non-enseignant, frais pédagogiques, charges, loyer, etc.) grâce aux nombreux événements organisés par le Skoazell (association composée des parents d'élèves bénévoles de l'école) ou auxquels il participe. Mais la surcharge financière engendrée par cet emménagement ne pourra pas être supporter par nos seules actions. Ne bénéficiant d'aucune aide publique pour l'aménagement matériel, nous cherchons actuellement le soutien nécessaire au financement de ce nouveau départ. 

Hiziv hon eus ezhomm ho sikour evit hor skolidi da gaout un endro-skol eus ar c'hentañ, gant dafar hag arrebeuri reizh. A-drugarez da zarvoudoù savet gant Skoazell Lesneven (ur gevredigezh souten ar skol, meret ha lakaet da vont en-dro gant tud a-youl-vat) e vez talet ouzh frejoù gopr implijidi nann-gelennerien ar skol, feurm ha kargoù ar savadur, hag all. Koulskoude, pignat a raio ar frejoù-se d'an dilojadeg hag ezhomm hon eus sikour evit mont war-raok. Ne vez ket paket skoaziad publik ebet evit leuniañ hon ti-skol nevez gant arrebeuri ha dafar, setu perak emaomp o pediñ ac'hanoc'h da sikour ac'hanomp d'ober an traoù a-feson ! 

Voici nos besoins :

Le réaménagement de la classe petite section que nous souhaitons accueillante, adaptée et joyeuse. On aimerait disposer d’un budget de 1000 € pour acheter :

- 1 armoire 

- 4 structures à bacs 

- 1 étagère à portes 

- 2 étagères ouvertes 

Le matériel d’entretien de la buanderie arrive à terme pour cause d’usure (machine à laver et électroménager).  Un budget de 1000 € nous aiderait à le remplacer.

Si les dons reçus excèdent nos espoirs, le surplus sera dépensé sur du matériel pour les enfants : vélos, livres et jeux d’éveil en breton … du matériel neuf qui serait beaucoup apprécié par les enfants et leurs enseignants !


Setu hon ezhommoù resis :

Meurbliñ sal-klas ar re vihan evitañ da vezañ degemerus ha klet. Ur budjed 1000 € a zo evit an arrebeuri-se, en o-zouez :

  • Un armel

  • Frammoù gant bailoù

  • Ur framm gant estajerennoù ha dorioù

  • Ur framm digor


Dafar an diwallerezh hag an ti-kouezh a zo deuet da vezañ re gozh (mekanikoù gwalc'hiñ ha dafar elektromenaje). Ur budjed tro-dro 1000 € zo war an dachenn-mañ. 

Ma vefe muioc'h a arch'ant profet eget ar pezh emaomp o c'houlenn, prenet e vo dafar evit pinvidikaat buhez-skol ar vugale: veloioù, levrioù ha c'hoarioù e brezhoneg... traoù nevez a rofe plijadur d'ar vugale ha d'o c'helennerien ivez!

Nous comptons sur votre solidarité pour vraiment s'installer dans de bonnes conditions !

Merci de la part de nos enfants.

Fiziañs hon eus en ho kenskoazell evit ober eus an dilojadeg-mañ ur bazenn vrav evit dazont Skol Diwan Lesneven.

Ar vugale a drugareka ac'hanoc'h !


Visitez le site de Ti ar Vro Bro Leon qui nous a soutenu en mettant un lien vers cette page sur son site Internet: http://www.tiarvroleon.org/

Kit da welout lec'hienn Ti ar Vro Bro Leon he deus skoazellet ac'hanomp o lakaat ul liamm etrezek ar bajenn-mañ:  http://www.tiarvroleon.org/


Klevet ho peus traoù diwar hor penn o selaou Radio Bleu Breizh Izel?  Ma fell deoc'h selaou pe adselaou ar pennadig, setu al liamm:

https://www.francebleu.fr/emissions/keleier-breizh-8e15-fb-breizh-izel/breizh-izel/keleier-breizh-8e15-fb-breizh-izel-du-jeudi-29-septembre-2016