Rechercher
 Connexion
Préventes
227
Unités
100
184 Contributeurs
227%
Réussi

UN TAOL DEUET, GOURC'HEMENNOÙ HA TRUGAREZ VRAS ! 
Chom a ra 6 devezh c'hoazh evit rakprenañ levrioù ha posterioù... Ur merk-pajenn brav a vo profet da bep rakprener.


UN FRANC SUCCÈS, BRAVO ET MERCI BEAUCOUP ! 
Il reste encore 6 jours pour préacheter livres et posters. Un beau marque-page sera offert à chaque souscripteur.


hor raktres/notre projet

Embann ul levr brezhonek anvet GWEZ AR VRO.
36 spesad gwez a vo ennañ, skeudennet e liv gant an arzourez Anna Duval-Guennoc. Dibabet hon eus spesadoù gwez a gaver stank e Breizh.
Sellit ouzh displegadennoù an arzourez er video-mañ.

Publier un livre en langue bretonne appelé GWEZ AR VRO (les arbres du pays).
Il contiendra 36 espèces et sera illustré en couleur par l'artiste Anna Duval-Guennoc. Nous avons choisi 36 espèces d'arbres et arbustes communes en Bretagne.
Écoutez
 les explications de l'artiste, sur cette vidéo.

Evit pep spesad e vo kavet dirak-ha-dirak ur bajennad skrid displegañ hag ur bajennad skeudennadurioù. Ouzhpenn an anv brezhonek e vo kavet an anvadur skiantel latin hag an anv e galleg, saozneg, kastilhaneg, kembraeg hag euskareg.

Ar pal kentañ eo reiñ tro d'an dud da anavezout ha da envel ar spesadoù. Evit se e pouezer war merkoù pep spesad, koulz er skrid hag er skeudennadurioù. Evit pep spesad e vo kavet livadurioù eus stumm ar gwez, eus o delioù, eus o bleunioù pe/hag o frouezh. Er pajennoù kentañ e tiskouezer penaos anavezout ar gwez diouzh o delioù disheñvel.

Da eil pal gwellaat anaoudegezh an dud diwar-benn ar gwez, o zalvoudegezh, o implij er vro, o implij en anvioù-lec'h, en anvioù-tud. Er pajennoù diwezhañ e vo kavet ur roll troioù-lavar ha krennlavarioù diwar-benn ar gwez.

Pour chaque espèce il y aura en vis-à-vis une page d'explications et une page d'illustrations. En plus du nom breton le nom scientifique en latin, le nom français, anglais, castillan, gallois et basque.

Le premier but est de permettre de reconnaître et de nommer les espèces d'arbres. Pour ce faire nous avons insisté sur les caractéristiques de chaque espèce, autant dans le texte que dans les illustrations. Pour chaque espèce seront illustrés la silhouette de l'arbre, ses feuilles, ses fleurs et/ou ses fruits. Les premières pages illustrées expliquent comment différencier les arbres à partir de leurs feuilles.


Le second objectif est de faire mieux connaître les arbres, leurs qualités, leurs emplois, sans oublier leurs formes bretonnes dans les toponymes et les noms de familles. A la fin de l'ouvrage une liste d'expressions et de proverbes qui ont trait aux arbres.

 

rakpren GWEZ AR VRO souscription


Evit gellout skoulmañ ganti, lakaat moulañ al levr ha paeañ an arzourez hon eus ezhomm da nebeutañ da rakwerzhañ 100 levr.

Evit sikour hor raktres e c'hellit ouzhpenn prenañ ar poster brav e liv (42 x 59,4 cm), 21 spesad gwez warnañ.

D'al Lun 15 a viz Here 2018 e vo klozet ar rakprenadenn.

Laouen-tre e vimp ouzh ho tegemer ouzh hor stand ha da reiñ deoc'h ho levrioù hag ho posterioù e Gouel al Levrioù e Breizh Karaez d'ar 27 ha d'an 28 a viz Here 2018. 

Mar dibabit kaout al levrioù dre ar post e vo ret paeañ ar mizoù-kas ouzhpenn ar rakprenadenn. Kaset e vint e miz Du.

Pour pouvoir réaliser notre projet, faire imprimer le livre et rémunérer le travail de l'illustratrice nous avons besoin au minimum de vendre 100 livres en souscription.

Pour nous aider dans notre projet vous pouvez de plus acquérir un beau poster couleur (42 x 59,4 cm)  représentant 21 espèces d'arbres de Bretagne.

Le lundi 15 octobre 2018 la souscription sera close.

Nous serons très heureux de vous accueillir sur notre stand et de vous remettre les livres et posters au Salon du Livre en Bretagne de Carhaix les 27 et 28 octobre 2018.

Si vous optez pour l'envoi des livres par la poste il faudra régler les frais de poste à la commande. Ils vous seront expédiés au cours du mois de novembre.

Piv omp/qui sommes-nous ?

Un ti-embann brezhonek a youl vat eo Embannadurioù al Lanv. Savet eo bet e 1980. Ur gelaouenn drimiziek a embannomp ha levrioù ivez, 145 niverenn eus ar gelaouenn a zo deuet er-maez ha 55 levr. Ezel omp eus ar gengevredigezh Kuzul ar Brezhoneg. Gellout a rit gwelout hol levrioù war hol lec'hienn : http://www.brezhoneg.org/br 

 E-touez hol levrioù ez eus reoù diwar-benn al laboused, Laboused ar Vro gant Tudual Huon hag ur rummad brav hag en deus graet berzh a 8 levr laboused e liv troet hag azasaet diwar ar c'hembraeg.

 Fellout a rae deomp pellik a oa embann ul levr diwar-benn ar gwez ha p'hor boa bet tro da welout labour hollgaer Anna Duval-Guennoc war ar plant er skinwel e abadennoù eus Bali Breizh e oa graet hor soñj.

Embannadurioù al Lanv est une maison d'édition associative en langue bretonne. Elle est née en 1980. Nous publions une revue trimestrielle, 145 numéros jusqu'à présent et des livres, 55 au catalogue. Membre du groupe associatif Kuzul ar Brezhoneg, voir nos publications sur notre site : http://www.brezhoneg.org/fr 

Nous avons déjà publié des ouvrages sur la nature. Laboused ar Vro de Tudual Huon et une série de 8 livres sur les oiseaux illustrés en couleur traduits et adaptés du gallois. Cette série a eu du succès et nous avions envisagé depuis longtemps de faire un livre sur les arbres. C'est en voyant Anna Duval-Guennoc à l'émission Bali Breizh à la télévision que s'est fait le déclic. Elle proposait de faire connaissance avec des plantes sur le terrain et ses illustrations étaient magnifiques. Il fallait absolument l'associer à notre projet de livre sur les arbres !

 

DIWAR-BENN ANNA DUVAL-GUENNOC hor skeudennourez/Anna Duval-Guennoc, notre illustratrice
 



En oad ma kave gwelloc'h he c'hamaladed klas tresañ priñsezed ha kanevedennoù e oa troet Anna gant ar skeudennadur skiantel ; diskejañ a rae bleunioù he liorzh, sellout pizh ouzh ar c'hevnid ha sevel he dornlevr hec'h-unan war gorfadurezh ar c'hezeg.

Goude ur vachelouriezh Arzoù-neuziañ e Brest ha pemp bloaz harlu e Pariz (CPGE ENS Cachan e skol Duperre, diplom Uhel a Skeudennadur skiantel ha mezegel skol Estienne ha Master empennadur diskouezadurioù skiantel)  e c'hell er fin labourat evit skiantourien wirion. 

Ya avat, rak bez' ez eus bepred eus ar skeudennadurezh skiantel hag emdreiñ a ra diouzh an dizoloadennoù nevez ha diouzh an doareoù kehentiñ nevez. Pe e vefe realour pe brastresek, evit tud ouiziek pe evit ar braz eus an dud e tiskouez anat ar pezh na ziskouez ket al luc'hskeudennerezh ha n'eo ket ken borodus hag ur brezegenn hir.

Pal Anna gant he skeudennadurioù pe he buhezadurioù pe c'hoazh dirak ar c'hamera en he rubrik botanikel e brezhoneg war Frañs 3 eo da gentañ treuzkas ar gouiziegezhioù nevez war dachennoù liesseurt.

À un âge où ses camarades de classe préféraient dessiner des princesses et des arcs-en-ciel, Anna exprimait un intérêt précoce pour l'illustration scientifique en disséquant les fleurs du jardin, en examinant les araignées ou en créant son propre manuel d'anatomie équin.

Après un bac Arts Appliqué à Vauban (Brest) et cinq ans d'expatriation parisienne (CPGE ENS Cachan à l'école Duperré, Diplôme supérieur d'illustration scientifique et médicale à l'école Estienne et Master de conception d'expositions scientifiques) elle peut enfin travailler pour de vrais scientifiques. 

Eh oui, car l'illustration scientifique existe toujours et évolue en fonction des nouvelles découvertes et des nouveaux modes de communication. Qu'elle soit réaliste ou schématique, adaptée aux initiés ou au grand public, elle révèle ce que la photographie ne montre pas et elle est moins barbante qu'un long discours. 

Par la réalisation d'illustrations, d'animations ou même face à la caméra dans sa rubrique botanique en langue bretonne sur France 3, la priorité d'Anna est de transmettre de nouveaux savoirs, dans de multiples domaines. 



Pas d'actualités pour ce projet
CRÉATEUR
image profil
1 projet créé
Choisissez un produit
12
86/100

Gwez ar vro - Al levr

Levr Gwez ar vro, 36 spesad gwez skeudennet e liv gant an arzourez Anna Duval-Guennoc. Da vezañ dastumet e Gouel al Levrioù e Breizh Karaez d'ar 27 ha d'an 28 a viz Here 2018. Le livre Gwez ar vro, 36 espèces d'arbres illustré en couleur par l'artiste Anna Duval-Guennoc. A récupérer au Salon du Livre en Bretagne de Carhaix les 27 et 28 octobre 2018.

16
77/100

Gwez ar vro - Dre ar post

Levr Gwez ar vro, 36 spesad gwez a gaver stank e Breizh, skeudennet e liv gant an arzourez Anna Duval-Guennoc. Kaset deoc'h dre ar post e miz Du 2018. Le livre Gwez ar vro, 36 espèces d'arbres et arbustes communes en Bretagne, illustré en couleur par l'artiste Anna Duval-Guennoc. Expédié à votre domicile en novembre 2018.

25
64/100

Levr + skritell - Livre + affiche

Levr Gwez ar vro hag ur skritell e liv stumm A2 (42 x 59,4 cm) gant 21 spesad gwez boutin e Breizh. Da vezañ dastumet e Gouel al Levrioù e Breizh Karaez. Le livre Gwez ar vro et un beau poster couleur format A2 (42 x 59,4 cm) représentant 21 espèces d'arbres de Bretagne. A récupérer au Salon du Livre en Bretagne de Carhaix.